MUSÉE D'ART DE NANTES

accueil

Raktres ur mirdi bras eus an 21vet kantved

Tremen daou gantved ez eus anezhañ, hag emañ Mirdi an arzoù e Naoned e penn kentañ un oadvezh nevez. Ouzhpenn adkempenn ar savadur e fell da Sophie Lévy, ar renerez-virourez, ober eus ar mirdi nevez-se ul lec’h bev ha degemerus, digor war kêr hag hec’h annezidi, ha diskouez emañ e-mesk mirdioù bras Frañs.

Evit kas ar mennad-se da benn e harp skipailh Mirdi an arzoù e Naoned war an tri meizad pennañ-mañ :

Ur mirdi hag a daol sklêrijenn war al livouriezh kozh dre an arz a vremañ

Emañ e-mesk an ensavadurioù-arz a zo chomet liammet dibaouez ouzh arz e amzer. Ha gant ar prenoù a vez graet dalc’hmat abaoe ar bloazioù 80 ez a d’ober unan eus an dastumadoù bravañ e Frañs evit an arz a vremañ.

Ur mirdi liammet ouzh Amerika

Gouestlet ez eus ul lodenn vras anezhañ d’an darempredoù puilh, kozh ha stank-tre gant Norzhamerika ha Suamerika, pa stard ar mirdi al liamm ouzh ar c’hevandirioù-se evit a sell ouzh e zastumadoù, darn eus e ziskouezadegoù hag ul lodenn eus e genlabour war un dro.

Ur mirdi-kêr

Evel kêr Naoned ez eo troet ar mirdi war-zu un amzer-dremenet puilh hag ur c’hoant da vevañ en amzer-vremañ hag en amzer da zont. Diskouezadegoù a daol sklêrijenn, da skouer, war ar roll a zo bet c’hoariet gant Naoned en istor broadel hag etrebroadel an arz.

Fellout a ra d’an nen e vefe da gentañ-holl ul lec’h d’ober anaoudegezh gant an arz, hag ivez un ensavadur gant ur programm sevenadurel, hag a gemer perzh en abadennoù a-leizh, en ur lakaat an dud e-kreiz ar raktres nevez. Kement-se a c’hall bezañ graet gant :

  • ur mirdi digor, d’an holl da c’hallout mont d’an arz ha d’ar sevenadur : ur savadur adkempennet penn-da-benn diouzh ezhommoù an dud nammet gant troiadoù ha binvioù a-ratozh evito, kinnigoù difer, raktresoù tost d’an dud evit derc’hel al liammoù er gevredigezh…
  • eurioù digeriñ diouzh lusk ur gêr vras : digor eus 11e da 7e, ha digor da noz d’ar Yaou betek 9e. Ha mareoù a vez miret evit ar skolioù eus 9e da 11e.
  • teir abadenn vras ar bloaz, evit lakaat programm ar mirdi war wel : div ziskouezadeg dibad bras hag ur staliadur arz a vremañ hervez ar c’houlzoù-amzer, nevezamzer, hañv, diskaramzer.
  • traoù a bep seurt evit ar sevenadur. Bizitoù, prezegennoù, sonerezh, dañs, atalieroù, troiad an deiz, gortozenn… : abadennoù evit ar re yaouank, ar studierien hag al labourerien, mareoù evit ar familhoù hag ar vugaligoù, oberoù evit an dud a zo pell diouzh an arz.
  • binvioù niverel aes da implijout : ar programmig Ma Gweladenn evit ar pellgomzerioù-godell, d’ober ur bale tematek ha da gemer tro eus servijoù personelaet a-leizh, un dablezenn-douch bras-bras An oberenn a-dost evit ober anaoudegezh da vat gant un oberenn, bonnoù kelaouiñ ha heñchañ, rouedadoù sokial hag ul lec’hienn internet evit gouzout hiroc’h diwar-benn nevezentioù ar mirdi, merdeiñ en dastumadoù, prenañ bilhedoù enlinenn…

< Le projetHaut de page