Ur mirdi troet a-viskoazh war-zu arz e amzer
Krouet e oa bet mirdi an arzoù-kaer e 1801 gant Napoleon Bonaparte, war un dro gant 14 mirdi all e Frañs. Roet e oa bet dezhañ un daou-ugent bennak a daolennoù gant ar Stad, eus ar Museum Central (mirdi al Louvres bremañ), ha dre-se e oa bet gallet sevel dalc’had kentañ dastumadoù ar mirdi.
Dastumadoù kresket dalc’hmat
Ouzhpenn an dalc’had kentañ-se e oa bet prenet oberennoù all e 1810 : 1 155 a daolennoù, 64 a gizelladurioù ha 10 000 a stampoù eus dastumad an diplomat eus Naoned François Cacault. Dre ar pren-se graet gant Kêr e tap ar mirdi e holl binvidigezh hag e ampled. Strewet e oa an oberennoù-se e burevioù an ti-kêr, ar prefeti, al lez-varn sivil hag e-barzh ilizoù kêr e-pad 25 bloaz. Ret e oa bet gortoz 1830 dezho da vezañ diskouezet d’an dud en estaj Koc’hu kozh al lien, e straed ar C’halvar.
War un dro ne baoueze ket kêr Naoned da greskiñ an dastumadoù. Prenañ a rae dreist-holl oberennoù gant arzourien vev (Delacroix, Ingres, Courbet…). Gant ar prenadennoù hag ar roadennoù-se e teuas buan al lec’h-se da vezañ re enk evit an implij anezhañ.
Ur mirdi hag a zere ouzh liesseurted an dastumad
E 1891 e oa bet divizet gant kêr sevel ur batis evit mirout ha diskouez an dastumad diouzh ar gwellañ. Daou vloaz diwezhatoc’h e c’halled reiñ lañs d’al labourioù, diwar tresoù an arkitektour eus Naoned Clément-Marie Josso. Digoret e oa bet Palez an arzoù-kaer e 1900. E-kreiz kêr emañ, etre an Iliz-veur, kastell Duged Breizh ha Liorzh ar Plant. War roll ar monumantoù istorel emañ ar werenneg a-us ar patio, fasadenn diavaez ar mirdi hag ar skalier veur. Hag e-se ez int gwarezet.
Abaoe 1900 o doa dalc’het an dastumadoù da greskiñ un tamm mat, gant pennoberennoù evel Al loaioù-dour gant Claude Monet, Tour-tan Antibes gant Paul Signac, Porzh an Havr-Nevez gant Raoul Dufy... Digor e oa spered tud ar mirdi ha kurius e oant evit a selle ouzh arz o amzer. Rak-se e c’halled kinnig d’ar weladennerien ur gwel ledan eus ar pezh a oa bet krouet en 20vet kantved.
Sevel ur mirdi eus an 21vet kantved
Ne oa ket plas a-walc’h e mirdi an arzoù-kaer evit diskouez an oberennoù, ha ne oa ket gantañ ar binvioù a ranker kavout en ur mirdi modern (ur selaouva, salioù pedagogel). Setu e oa bet savet ur raktres bras evit reneveziñ hag astenn anezhañ. Fiziet e oa bet hennezh er c’habined arkitektourien eus Breizh-Veur Stanton Williams. Goude bezañ chomet serret c’hwec’h vloaz e c’hall Mirdi an arzoù-kaer dont da vezañ ur Mirdi eus an arzoù, digor war kêr, modern ha degemerus. Er skrin nevez-se ez eo bet kejet an arkitektouriezh kozh ha nevez, ha diskouezet e vez splann dastumadoù ar mirdi ma kendiviz ez soutil an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ a-hed ar palieroù. Bremañ ez eus 30 % a blas ouzhpenn evit diskouez an oberennoù, ha pediñ a reomp ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant an Diñs, ur savadur nevez gouestlet penn-da-benn d’an arz a vremañ.
Alc’hwezioù :
Koc’hu kozh al lien, Mirdi Clarke de Feltre, 1898
Fasadenn Mirdi an arzoù-kaer e Naoned, war-dro 1900
Mirdi an arzoù-kaer e Naoned, Patio war-dro 1900
Fasadenn Mirdi an arzoù e Naoned, 2017